Stegosauria

Stegosaurus

Bodañ a ra danurzhiad ar Stegosauria dinosaored geotdebrer a oa o vevañ adalek kreiz ar Juraseg betek fin ar C'hretase. E 2008 o doa anavezet ar skiantourien ouzhpenn 166 karrekaenn bloaziet eus etre 175,6 ha 65,5 milion a vloavezhioù[1]. Ur c'horf postek o doa gant ur penn bihan-kenañ ha div steudad plakennoù askornek a oa ouzh o c'hein, a bep tu d'al livenn-gein. Broudoù hir lemm a oa gante ivez ouzh penn o lost hag e talvezent dezho d'en em zifenn moarvat.

  1. TPDB, 2008

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search